YA ! Magazine en Breton (14 nov.2014) .pdf


Nom original: YA ! Magazine en Breton (14 nov.2014).pdf
Titre: Microsoft Word - YA ! Magazine en Breton _14-11-2014_.doc
Auteur: (fran\347oise)

Ce document au format PDF 1.4 a été généré par PScript5.dll Version 5.2.2 / GPL Ghostscript 8.15, et a été envoyé sur fichier-pdf.fr le 05/01/2015 à 14:58, depuis l'adresse IP 78.193.x.x. La présente page de téléchargement du fichier a été vue 479 fois.
Taille du document: 176 Ko (2 pages).
Confidentialité: fichier public




Télécharger le fichier (PDF)










Aperçu du document


UN EUSKARAD WAR-ZU AR
GELTED
14 / 11 / 2014 | A-NEVEZ, KELEIER BREIZH | EVEZHIADENN EBET

Peio Serbielle

Loc’het e oa Peio Serbielle evit ober e hent e bed ar sonerezh hag ar c’han. Met
chomet eo a-sav gant e hent p’eo bet toull-bac’het evit bezañ bet roet bod da Euskariz
‘zo.
E 2006, goude daou vloaz en toull-bac’h e c’helle adkregiñ ganti, memes ma chome dindan
evezh an archerien. Ha setu eñ oc’h embann e bladenn gentañ, Naiz, “Me a zo”, e fin 2007.
Pelloc’h eget se e fell d’ar c’haner mont rak en e benn emañ dija an eil pladenn “Zara”, “Te a
zo” a vo heuliet gant un deirvet, “Gara”, “Ni a zo”.
War hent ar Gelted
Evit an eil pladenn en deus dibabet mont war an hent evit kejañ gant an dud, er broioù kelt, e
Breizh da gentañ, e Bro-Skos hag er Rouantelezh Unanet goude. Da gentañ en deus
skoulmet gant tud bet anavezet gantañ gwechall, Gilles Servat, Karen Matheson… pe
nevesoc’h zo evel Konogan an Habask. Pa soñje dezhañ eo ar vugale an dazont en deus
bet c’hoant enrollañ mouezhioù bugale, skolajidi Diwan Gwened dindan renerezh David ar
Gall, skolajidi a memes oad gant skolajidi ikastola Zurriola e Donostia – Sant Sebastian e
kastilhaneg – ur skolaj a 1200 skoliad etre 2 hag 20 vloaz. Bugale all eus kostez Grenoble en
deus lakaet en taol ivez, gant e ganaouenn diwezhañ, Sokamets, “Skriv da hunvre”. Adalek
2008 e lakae e raktres war an hent hag e miz Gwengolo 2013 e kroge gant an enrollañ
dindan renerezh Patrick Bebey, e Gwened, e Donostia, e Angoulème, ha zoken e Bro-Skos.

Skignañ disheñvel
Abaoe m’eo bet embannet an 3 500 skouerenn gentañ e vez Peio Serbielle ingal war an
hent evit lakaat e bladenn da vezañ anavezet. E Breizh e c’hell kontañ war skoazell
Françoise Hinault, deus ar gevredigezh Novae. Asambles e klaskont tremen dre hentoù
disheñvel diouzh an hentoù klasel. Mont a reont e darempred gant ar radioù “bihan”, kinnig a
reont da zDiwan gwerzhañ ar bladenn ha kaout evel-se un distaol a 25 %… “Ar pezh a gont
evidon eo mont da welet an dud, krouiñ darempredoù ha kenlabourat etre ar rannvroioù…”
eme ar c’haner. Gant ar memes spered e kas al labour ivez e Bro-Euskadi.

Pelloc’h c’hoazh
Pell e wel Peio Serbielle. Goude ar bladenn Zara e vo unan all eta. Met ivez prezegennoù,
arvestoù… Ijinañ a ra dija dont da ganañ e Breizh hag er broioù keltiek all. Ha c’hoazh
enrollañ ha skignañ filmoù war an identelezh. “Dedennus eo eskemm etre ar rannvroioù. E
Bro-Euskadi, da skouer, n’hon eus ket ar rouedad kafedioù-bro evel ho peus c’hwi amañ.”
emezañ.
Gant e bladennoù e fell dezhañ ober ul liamm etre ar broioù, etre ar yezhoù, etre an dud a
bep seurt oad.

Evit gouzout muioc’h :
www.peioserbielle.com
www.facebook.com/zaralalbum.
Embannet gant HKRecords


YA !  Magazine en Breton (14 nov.2014).pdf - page 1/2
YA !  Magazine en Breton (14 nov.2014).pdf - page 2/2

Documents similaires


ya magazine en breton 14 nov 2014
fiche d inscription 2012
affiche stage fanch ppt
affiche
depliant cycle de confe rences ok
visite san sebastien


Sur le même sujet..